Rouaned Spagn

Ur roll eus Rouaned Spagn eo a gaver amañ.

Ne oa ket eus Roue Spagn er Grennamzer, daous ma voe lod oc'h ober gant an titl Imperator totius Hispaniae e latin, da lavarout eo : Impalaer Spagn en he fezh .

Bezet a vezo, teuzet e voe o lignezoù gant dimeziñ ar Rouaned Katolik, Fernando II Aragon da Izabel Iañ Kastilha. Goude ma chomas disparti o div rouantelezh e voent gouarnet evek unan hepken (Tanto Monta).

Entre 1516 ha 1518 e voe kemeret ar galloud gant o mab-bihan Carlos Iañ Spagn, a lakaas bac'hañ e vamm Janed Kastilha. Diwezhatoc'h eo eñ a voe dilennet da Impalaer santel, evel Karl V.

Felipe V eo an hini a renas an hirañ, e-pad 46 vloaz, hag Alfonso XIII eo an eil hirañ, gant 45 bloaz. Luis Iañ eo ar roue a voe ar berrañ e ren, seizh miz hepken. Pennhêr Kurunenn Spagn a vez roet dezhañ an titloù-mañ: Priñs Asturiez, Gerona ha Viana.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search